Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
klemmou ar barz koz



D’e vouez, ken ankenius, ha d’e glemmou
Eo bet teneret ma c’halon :
— « Bez evurus, Barz koz, sec’h da zaerou,
» Rak klevet am eus bet da zon,
» Daoust e d’an avel fall a c’houe war hon Bro
» Hon yez karet a vevo bepred ;
» En despet d’an dud fall, ive d’o skouerio,
» Ni a gomzo yez kaer ar C’helted !

» Bez eta dinec’h… pa garo Doue,
» Kwita ar bed-man hep anken,
» En Breiz a reno c’hoaz ar Garante
» Hag ar Brezoneg da viken ! ! »
— « Trugare, trugare, ha d’it ma bennoz,
» E laras ar Barz koz, evurus,
» Kenavo, kenvreur, du-hont er Baradoz
» Hon Breiz-Izel a vo peurbadus ! »


————