Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
gwreg ar pesketer


Gwelet reont en dro d’e zent hag êledigou :
Baradoz ar vugale a zo en hunvreou !

Ar vam gez a zo bepred war he zosen uhel,
Yudal e ra ’n he diouskouarn trouz ar môr, an avel ;
Ouz he zreid war ar gerrek, gant eur gounar spontus,
E tilamm ar gwagennou, gante eun drouz heuzus,

Ous ar môr dichadennet hi a chom dizeblant,
He daoulagad er pellder a zell gant nec’hamant,
Kredi ra d’ei a-wechou, eus kreiz he foan-galon,
Klevet eur vagig vihan o tont war ar môr dôn…

Siouaz ! pa zell en dro d’ei he wel ar wirione,
An avel a yud bepred, ar mor zo didrue ;
En pep ti, en pep lojen, an dud a zo kousket,
He fried n’eo ket distro… He c’halon zo rannet !

Distrei ra d’he zi bihan, dour en he daoulagad,
Kousket eo he bugale, kousket ha kousket mad ;
Neuze he tec’h adarre daoust e d’an amzer gri,
Da chapelig ar Werc’hez hec’h a da hirvoudi…

— « O Gwerc’hez ar Gwir-Zikour, Mari Stereden Vor ;
» Miret ouz ma bugale d’en em gavout minor ;
» Roet d’eur vam ankeniet gwir frealzidigez,
» Miret outi, o Gwerc’hez, da vezan intanvez… ! »