Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
avel ar yaouankiz


Biskoaz n’am oa klevet peden dudiusoc’h,
Biskoaz ma Breiz-Izel n’am oa karet welloc’h !
Dre-ze p’ en em gavis war ma c’hiz evit mad
Ne oan mui martolod : Bezan oan eur Breizad !
Ne dalve ket laret plijadur ma zud kez :
Distro an dianket, devez a levenez !

Elec’h bezan kollet, beuzet er c’heriou braz,
Evel ma c’hoarve stank gant eur bern tud, siouaz !
Breman ebarz ma Breiz e choman da vevan
Ha ma foan, ma amzer a zo d’ei da gentan.
Ar C’hrouer da bep den an eus groet eur rouden,
Hag etre ma daouarn e lakas eun Delen ;
Avel ar yaouankiz ha nerz eur c’hoantegez
Am c’harzas da glevet mouez ma galvedigez ;
Mes en e vadelez, en e furnez divent,
Dorn Doue am lakas adarre war ma hent.
Trugare d’ezan ! Freuz frouden ma yaouankiz
A dalvezo breman d’am Bro, d’am c’henvroïz ;
Hag enpad ma bue ne vevo en em c’hreiz
Nemed diou garante : Hini Doue ha Breiz !


————