Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
avel ar yaouankiz


Setu ar c’hoantaden a grog en pep kalon,
Hag ar c’hoantaden-ze n’ espernas ac’hanon.
Pevar bla warn-ugent ha ma servij achu,
Em gwaziou yaouank ar gwad a ruilhe dru ;
Baleet am oa bro, redet am oa môriou,
Eur martolod n’hall ket chom en kreiz ar c’hoajou…
Hed an de ha dre-holl e hunvreen d’ar môr,
Ha pa digoueze d’in, ouz tosennou Arvor,
Furchal ar vro tro dro ha zellet er pellder,
E vijen evurus… Rak eur voren dener
Ledet war an dremwel evel eur vantell vraz
A vije evidon eur zeblant a vôr glaz ;
Pell, pell dimeus an aod, vel eur pesk war ar sec’h,
Ma c’halon a wenve… Na gaven peuc’h neblec’h !
Ar môr a zo eur vam evit ar merdead,
Ha pa gar he bugel he c’harante a bad ;
Bezan ez eo ouspenn eun dousig, eur vestrez
Hag a dalc’h he c’hoantiz hep ober d’ezan lez…
He c’hân a bep eil tro a zo garv ha tener,
Ha liou he gwiskamant a dro gant an amzer ;
Evit ar c’halonou dalc’hmad lec’h karante,
Evit an daoulagad taolen bepred neve,
Neb an eus chilaouet mouez tener ar Vorgân
Gwaz eo ze evitan, kelc’hiet vo gant ar c’han !