Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR VILIN GOUEZET


Pell dimeus trouz ar bed, en eun draouien goant, goant,
Elec’h veve he zud sioul, seder ha drant,
’M eus gwelet relegou eur vilin bet gwechall
Brudet ebarz ar vro… Pell zo ez eo kouezet ;
Hag an tremener dall
Van outi na ra ket…

Nag a dra koulskoude d’an den ve o furchal,
Larfe ar mogeriou ma c’hallfent kaozeal.....
Nag a evurusted n’ o deus ket bet kuzet !
En tiegezou plouz kollet en traouiennou,
Ar peuc’h a zo karet
Dreist d’an holl drubuilhou.

Poaniet braz ma c’halon on tostaet outi,
Rak daoust e d’hec’h ankoua en dro d’ei zo dudi :
A bep tu lanneier, bec’hiet a vleun melen
A skanva d’al lec’hig zamm pounar e zilez