Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DOUE…


N’an eus Doue abed ! e lavar an dud fall,
Doue a oa mad-tre d’ar gwrac’hed koz gwechall…
Mes da dud a skiant, da dud eveldomp-ni,
Doue n’an eo netra, na dalv ket hen pedi !

Penoz en eun amzer ken kaer hag hon c’hantved,
Komz d’imp a zoueou… ? Ar gwir evurusted
Ez eo bepred beva en kreiz ar blijadur,
Herve ar vue frank hag ar vue distur !

Hag evelse an holl a dremen o bue :
Bugale, tud yaouank ha tudou koz ive,
Pell, pell dimeus Doue ebarz an dizurzo…
...............................................................................
An hunvre a achu ; pep tra ’n eus e amzer ;
Dirak falc’h an Ankou eo kouezet ar gevier :
Doue a ve klasket pa dosta d’ar Maro !