holl pa oa e dammik skiant e-unan an hini eo a oa aet da netra.
Bea en devoa eur sklav kafr, a ye kouls laret en noaz, lezet gantan ouz dor an hostaliri. Hogen hen a yeas da c’hourveza war eur sofa hag a gemeras eun tassad kokenar pe unan opiom. Pa voe krog an evaj da domma e empenn, hen a c’hoantaas komz ouz e sklav a oa azeet war eur mean da heoli, en eur dremen e amzer oc’h hargas ar c’heillen a oa o klask suna anean.
— « Morian didalvez, emean, na te a gred e zo eun Doue ? »
— « Piou eta a c’halfe kaout douetans ! eme ar c’hafr. » Hag hen, war-ze, da denna a zindan an tam druillen a oa endro d’e vanden, eur marmouzig koat, ha da lavarout :
— « Setu aman an Doue en deus miret ac’hanoun aboue ez oun er bed : graet eo bet gant eur barr eus eur wezen fetij a zo em bro. »
Kement den a oa en hostaliri a vanas souezet, kouls gant respount ar sklav, eget gant goulen ar mestr.
Neuze eur bramann, o sevel e ziouskoa a lavaras d’ar morian : — « Paour kez diot ! Penaoz ’ta ? te a zoug da zoue en da c’houriz ? Disk n’ez eus Doue ebet nemet Brama, krouet gantan ar bed, an hini e man e demplou war riblou ar Ganj. Ar bramaned hepken a zo e veleien, ha dre e skoazel karantezus, int en