Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - Hostaliri Suratt, 1916.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Hostaliri Suratt



Bea ’oa, en kaer Suratt, eun hostaliri elec’h ’n em vode kals a estranjourien goude kreizteiz.

Eun deiz bennag ’arruas eno eur seidr persan, da lavarout eo eun doktor a relijion, skrivet gantan epad e vuez, war an doueidigez, ha kollet gantan brema ar greden en Doue.

— « Petra eo Doue, emean ? a belec’h e teu ? gant piou ez eo bet krouet ? pelec’h e man ? Mar ’n eus eur c’horf, gwelet e vefe. Mar ez eo eur spered, bea ’vefe anaoudek ha leal ; n’ aotrefe ket e vefe tud reuzeudik war an douar. Me va-unan, goude bea labouret kement en e servij, a dlefe bea brema beleg-bras en kaer Ispahan, ha ne dlefen ket bea bet laket da gwitaat ar Pers goude bea klasket sklerijenni an dud. N’ez eus eta Doue ebet. »

Setu penaoz e komze an doktor, pennfollet gant ar fouge dre fors enklask war genta abeg pep tra, ha kollet gantan e boell, arru ma oa da gredi ne oa skiant ebet o c’houarni ar Bed--