garez ha karantez hon far ha war hon mad hon-unan ? Aberzou ken tener eget hon meuleudiou evit an Hini en deus roet d’imp pep tra, hag hon c’harantez evit ar re gant pere ez eo dleet d’imp ranna ? eun aoter ken zantel eget kalon an den mat lec’h ma ’z eo beleg Doue hen e-unan ? Evelse ’ta, seul vui an den a ledo pell-pelloc’h galloud Doue, seul vui a vezo trugarezus evit an dud, ha seul vui a heuillo skouer Doue. Ra ne vezo ket eta disprizet ar falskredennerien gant an hini en deus bet sklerijen Doue a zo skuillet er Bed-holl, rak ar falskredenner ne wel nemet eur bann bihan eus e idol. Ra ne vezo ket mui disprizet gantan an den digreden a zo hep bann ebet, gant aoun ne vez kastizet evit e fouge evel ma voe kastizet ar filosof a deuas da vean dall o c’hoantaout sklerijen an heol, bete ma renkas kemer, evit en em vlenia, kleuzeur eur morian. »
Evelse e komzas diskibl Kenfouzious, ha kement hini a oa en hostaliri o tabuti war vadelez e relijion, a glozas e c’henou.