Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - Hostaliri Suratt, 1916.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —


Setu penaoz e komzas al levier en devoa graet tro ar bed ha studiet an nenvou, estlammet gantan e chilaouerien.

Ha diskibl Kenfouzious da lavarout c’hoaz :

— « C’hoarvezout e ra gant Doue evel gant an heol. Pep den a gred hen kaout evitan e-unan en e chapel, pe da vihana en e vro. Pep pobl a gred mirout en e demplou an Hini n’ez eo ket miret ebars ar bed a hellomp gwelout. Koulskoude ha bea ez eus eun Templ da genveri gant an hini en deus savet Doue evit dastum an holl-dud en eun hevelep kumunugez ? Holl demplou ar bed a zo graet war batrom hini an natur. Er peurvuia dioute e kaver stivellou, pe pinsiniou dour-beniget, peuliou, bolziou, kleuzeuriou, skrituriou, levrou al Lezen, aberzou, aoteriou, beleien. Hogen en pehini ez eus eta eur pinsin dour ken bras hag ar mor ha ne man ket en eur grogen ; peuliou ken kaer ha gwez hon c’hoajou, pe gwez hon beurjeou, zammet gant o freuz ; eur volz ken uhel hag hini an nenv ; eur c’hleuzeur ken lugernus hag an heol ? Pelec’h e vezo gwelet skeudennou ken talvoudek hag ar grouadurien anaoudek en em gar, en em zikour, en em gomz ? Skrituriou ken freaz ha ken relijius eget madelezou an natur ? Eul levr-Lezen ken hollek eget karantez Doue, diazeet war hon zru-