gebred, pe azeulerien an tan. Int-holl a dabute diwarbenn ganadur Doue, diwarbenne azeulerez, pephini o prezek ne oa ar relijion wir nemet en e vro.
Bea ’oa eno eur Chinoad gouiziek, diskibl da Genfouzious, hag a oa o vale bro evit diski. En eur c’horn eus an hostaliri e oa oc’h eva te hag o chilaou, hep lavarout gir. Ar maltotier turk en em droas war e du hag a huchas a vouez uhel :
— « Chinoad mat a zo aze peuc’hus, c’houi a oar a zo ’n em zilet meur a relijion e Bro-Chin. Marc’hadourien eus ho pro, hag o deus bet ezom dious va servijou aman, o deus diskleriet d’in kement-se ; an hini wella, emeint, ez eo hini Mohammed. Dac’h ive da rei dorn d’ar wirionez. Petra sonjet-u diwar-benn Doue ha diwarbenn relijion e Brofet ? »
Ar peuc’h a renas raktal en hostaliri. Diskibl Kenfouzious, goude sachet gantan e zaouarn en manchedou ledan e vroz, a groazas aneze war e vruched. Sonjal e reas eur pennadig ; hag hen da lavarout gant eur vouez plen ha seder :
— « Aotronez, mar aotreet ac’hanoun, me lavaro d’ac’h : Ar fouge an hini eo a stourm ouz an dud da ’n em glevout ; mar c’houzanvet chilaou ac’hanoun me a ya da ziskleria d’ac’h eur skouer a zo c’hoaz fresk em envor. Pa gwitaïs ar Chin, evit dond da Suratt, me a