Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

Me ’zo eur paotrik yaouank, joaüs ha dizoursi,
Ha ne garan netra well eget c’hoari toupi ;
Ober skolig al louarn ive c’hoaz a garan,
Ha moned da neziata , gourenn ha’ n en gannan.

Awen Yann a oa ken truilhek hag hen e-unan. He giriadur ne oa ket diouz an dereata. Setu aman, chomet em spered diou rimadel fentus awalc’h savet gant Ar Minouz :

Me ’zo evel bugale Goaz ar Zoud ’
Pa vramm o zad, e loufont tout.

N’eo ket possubl ’rei troïdigez c’hallek a gement-se hep diskenn bragou : n’eo ket gwir ?

Eun dervez foar, e Landreger, hen gwelis oc’h ober eur jestr ha ne oa nemed da Yann ar Minouz.

War al « leveen » a oa kana. N’ouzon ket hag hen a oa o kana dre’nenvor. Setu dalc’het en eun taol, chomet dideodet. Beza ez eus eus c’hrennlavar, hag a zispleg : « An nep a zo mic’hiek a c’houez e fri ». Yann a gane diwarbenn eur mic’hieg bennak. Hogen nag en brezoneg nag en galleg ne gave ar gir « mic’hiek ». Ha setu Yann o kemer e fri etre e veud hag e viz-yod… hag o c’houeza. An holl a chomaz meizet.

Er bloavez 1900, pa oan o tistrei d’am bro Pleuvian, am boa da dremen dre vourk Pleuveur-Gaoter. Keit ha ma oa ar jô o tihan ouz dor an hostaliri ha me d’ar vered. Hep nemeur a boan e kaviz bez ar Barz. Ar zavaden douar a oa delc’het en urz vad ha goloet gant bleuniou. Beza oa en he fenn eur groaz vian koad livet e gwenn, uhelder : eun troatad hanter. War ar groaz e oa skrivet en du :

ICI

REPOSE
le corps de Jean LE MINOUS
d. c. d. le 21 Juin 1892
Agé de 67 ans

p. d. p. l.

Er vro-man, holl groajou ar berejou o deus skridou gallek nemed hini ma mam en Pleuvian. Eur mab da Yann a oa izfiser war vor ; e verc’h kaër a oa konvers ganthi er bourk.

(Da heuil).

————