Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

Yann en deus bet eurvat : ar vrud a zo deut d’ezan goude e varo [1], mar ev eobet pell dioutan en en veo.

Me va-unan am eus paeët va frof d’ezan en eur barzonek gallek.




Yann Ar Minouz (1825-1892)
Dessin du peintre Théophile Salaün, de Lannion
mort à Guingamp en 1909).

Eur c’houblad a zo chomet em envor goude tremenet daou-ugent vloaz ; n’ez eo ket kalz en gwirionez, hogen beza eo koublad kentan eur son skolaër. N’ez oun bet biskoaz troet d’ober ar skol Louarn — nemet eur wech hepken, darbet d’in beza bet beuzet er mor ; — eur skolaër troet mad awalc’h d’ar studi ez oun bet. Koulskoude plije d’in kenan ar sonig-man, rak roi a re d’in moarvat evel d’ar re-all, eun aër balc’h (fier) :

  1. Barz Pleuveur a zo deud da veza brudet awalc’h pegwir er bloavez 1919 eur gelaouen gelc’h diouz an Naoned a roas dezan an hano a « fameux » hep gouzout netra dioutan na diouz e oberou hep beza lennet eur arouden diouz e ganaouennou netra nemet dre Glevout-Lavarout.