Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/20

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

1282 — En Bro Dreger A DREUZ PARKOU {Kendalc>h')

Giziou, Boaziou, Skoueriou Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).

29. — An droug dent. Mar c'heuz droiig-dent, aet e perc’hirinaj da Sant Nikolas en Tredarzek. Ar cliapel a zo dirak ar vereuri ma c’lianas enni va clirveil ar barz Nouel a Gerangoue. Eur sijennig livet mad a oa ispilhet ouz ar volz gant eur gorden lia kempouezet. Ne poa nemet loskel ar gorden hag ar santig a ziskenne. 0’lioui a boke d'ar Sant, c’houi a lakae eur gwennegig bennak er c’lief ha setu c’houi pareet diouz an droug dent.

30. — Eür Sant ha n’ez eo ket marteze eur Sant

Anavezet am eus eur Sanr all hag a oa farsus. N’am eus biskoaz anavezet hano d’ezan nemet « ar Sant bian ». Hema a oa e glud war bost ar gloued a roe digor d’eur vereuri tost d’ar Brizilh e 1‘arrez Tredarzeg, tost da Bont-Begou. An ti a oa pell awalc’h diouz ar gloued. Graet ain boa anaoudegez gant ar Sant bian en amzer e oan e skol e kloerdi Landreger. Va c’heveil Fransez Benec’h (marvet person e Landebaêron) ha me a dremene war an heut o vont d’ar gaêr hag o tistrei d’ar skolach. — Eun tregont bloa bennag goude ez oun bet, oc’li ober « Ti kaniri Breiz » e Landebaêron. Ar Sant bian a oa eur merk taolet evez dioutan war hed hon c’herzaden. « Hepdale je me omp, e tremeufomp ar Sant bian ». Ha-pa dremenemp, ni a zalude gant doujans ar Santig benerez, hag a re zin ar groaz, rak evit’lavarout gwir, aoun a re d’imp, rak beza en devoa eur vrnd er vro: « Te oar, pa vez dilec’hiet hen a zistro e-unan war e bost ». Ne ouezomp piou oa ar Sant bian ; ne oa na bras na koant, bepred hon boa aoun a tremeii hag en eur bellaat ni a zelle war hon lerc’li bete pleg an hent.

Eun nebeut bloaveziou goude et tenas ganin tremen adarre dre an hent-man gant eur c’heveil all liag a oa diouz Lanhuon. Heman na reket e studi evit beza beleg evel Fransez Benec’h. Beza oa evit gwir eur seurt kanfard fall. — « Arru omp d’ar Sant bian. e laris me ». — « Petore Sant bian ? eme egile ». Ha