Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1163 —


Neb hen gouvefe hag hen lavarfe teir gwech bemde,
Birviken tan na dour n’hen gwallfe.
Nag an Aerouant na c’houvefe
Da bed eur a varvfe.

Sant Yann ha Sant Lukas,
Sant Mark ha Sant Matias,
Pevar Abostol a zo bet
Pevar Abostol beniget,
Bezet en-dro d’am spered
Kouls em dihun hag em c’housked.
Bezet en pevar c’horn va gwele
’Vit na zeuio netra d’am c’hê,
Nemet a beurs Doue e vefe,
Ha mar teu an Aerouant d’am zourmanti
O ma Doue roet sikour d’in.
Aotrou Sant Mikel va El mad,
Laket va ine e stad vad
Ha kement hini a gar va mad.

Aotrou Sant Mikael, va El gwenn.
Laket ho tivrec’h em c’herc’hen
Ma’ c’hin ganac’h pe deiz pe noz
Da repozi d’ar Baradoz.

Va iontr ac’h ê bep bloa en perc’hirinaj da Santez Anna-Wened ha pa veze distroet d’ar gaer, hen a zanevelle an traou burzudusa. Etre kalz a draou all, hen a lavare a zaouline e gazeg azalek ma lakae he zreid war zouar Santez Anna ha kement se teir gwech. An holl hen krede.

(Da heuil).