Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1161 —

bont an Drinded, e traon ar skalier a dri c’hant-pemp-ha tri-ugent pazen a zav da iliz Brélevenez.

En dro da Lanhuon n’en deus den ha n’ en deve klevet komz diouz taro Pleuveur Bodou. Beza a oa gwechall er barrez-man eur paour kez den klanv perc’hen d’eur vuoc’h, poan dezan beva anezi. Mont a reas eun nozvez e prad eun den pinvidik hag a droc’has eur vriad yeot evit e vuoc’h. Pa oa o tont e-maez diouz ar prad, gant e vec’h, ar perc’hen a oa tont ebars. Heman hep goulen netra a roas d’egile eur pez taol penn-baz war e benn hag hen lazas mik. Pa varvas an den pinvidik man, an Aotrou Doue hen barnas hag a gemmas anezan en taro hag a urzas d’ezan bale bemnoz dre brad an torfed. Ac’hane ar Vlêjadennou a glever bep noz. Mar tigouez d’eur fougaser bennag treuzi ar prad en noz, pa vez an taro o vlêjal, raktal en em gav klozet pep dor ha pep diribin. N’e hall mont e-maez nemet d’ar Zav-heol.

E Kroaz al Lok, e Tonkedeg, a zo eur spes gwreg miret ganti an neuz a zen. Redeg a ra dalc’hmat o skrijal heuzus. Houman en he beo a oa eur Gatel-Gollet o c’helvel ar baotred el lec’h-se. Ne oa nemet-hi oc’h ober an droug. Aboue he maro ne ra nemet kantreal dre eno evit huanadi ha gouela war hi fec’hejou.


26. — Moc’h Marc’harit Gouronnek

Kervoda a zigas d’in eur c’houn diouz ar Roc’h Morvan (Roc’horwan a vez distaget). Gwechall e oa eno eur feunteun, kempennet gant eur skeuden ven a Sant Mode. E kichen ar feunteun e oa eur bel benerez evit gwalc’hi ar vugaligou. Marc’harid Gouronnek — am beuz anavezet reiz-mad — a oa perc’hen diouz eul loden a Roc’horwan. Marteze ne rin ket re a vez d’he diskennidi a lavarout e oa homan eur goz tosten. Ne gavas netra well eget dilc’hia ar bel zantel ha kas anezi da graou ar moc’h evit lakaat o boued d’al loened-man.

Kement pen moc’h a zebras er bel a varvas araog e eur. Eur penmoc’h e man e eur mervel pa vez arru lard. Maro mad ha brao ar pen moc’h ! Moc’h ar Roc’horwan a varve ’ta en o yaouankiz. Red e oe distrei ar bel zantel d’he lec’h kenta.

D’eomp c’hoaz d’ar c’hornandoned ha folliked all.


27. — Strobinellou

Av vugelien-noz a zo arru dibaot. Marteze e tistrofont adarre hep-dale. Tud zo hag a lar ez eo ar vugelien-noz tud keilhet pe kelc’het da laret eo strobinellet. Eun den keilhet en em gav dineuziet evit eun amzer a zo. Gallout a ra choum kousket e pad hanter kant pe kant bloa. Beza ez eus hag a zo o kousket en eur gariden bennak hag a choum beo hep dibri nag eva. Moarvat ar Vugelien-noz a zo er stad-se. Beza ez euz bugale hag a baouez da greski a greiz-holl dre m’ez int keilhet. Mab Marc’harid ar Chevanton deus Pleuvian, a zo er stad-man. Ar