Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/1

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


En Bro Dreger
a dreuz parkou
————


Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


KENTSKRID

An notennoù-mañ a zo bet skrivet war-dro ar bloavezh 1900. Bet int moulet en galleg war Le Clocher Breton, bloavezhioù 1910-1911. Ar gelaouenn gembraek Cymru he deus roet dioute goude un droidigezh, graet gant ar barzh Thomas Matthews a Llandebïe.

Evel m’emaint, an notennoù-mañ a zispleg buhezegezh pobl Treger e-pad ur vunutenn e-kreiz he buhez milvedel hag en askont da se e fell din c’hoaz embann anezhe en brezhoneg…

Mar am bije bet d’o skrivañ hirie, am bije souzet dirak al labour-se. Kement a gemm a zo deut er gizioù, en neuz ar vuhez, er sperredoù e-pad ar brezel bras ha goude ar brezel, ken em bije kollet kalon !…

Kement a heug am befe bremañ o sevel notennoù nevez war vuhezegezh ma c’henvroiz, evel am boa a blijadur o skrivañ a re a zo amañ. Ma fobl, siwazh ! a ankoua hag a zinac’h he amzer dremenet.

Anavezout a ran c’hoazh va bro c’hinidik, he hentoù-treuz, he aodoù, he oabl, hogen n’anavezan ken he fobl gouerien. Gwelout ar c’hemmoù-mañ a ra poan din. Marteze ez on poellek, marteze ez on diboell. Darn a lavar ez a an traoù evit ar gwellañ er c’haerañ Breizh. Hag int a zo furoc’h evidon. Hervez Gwiklan : « Pezh a dle bezañ a vezo! »

Erwan Berthou (Pleuvian — 1927)

————

Distroet d’ar vro ’lec’h ma’z on ganet, goude un ezvezañs a ugent vloaz hag ouzhpenn, nag a gemmadennoù am eus kavet enni ! Kemmadennoù er gizioù ! Kemmadennoù en darempredoù etre ar geveilien hag etre ar gerent ! Kemmadennoù er mennadennoù ! Hogen, petra a lavarfe hon tadoù-koz mar tigouezhfe dezhe dihuniñ raktal en hon touez ? Anavezout a rafent ac’hanomp, koulskoude, eval ma anavezis va-unan va henaourien, ha betek o bugale, zoken,