Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/200

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —



Evit difenn hor c’hoz Herez,
Dreist-holl Feiz ha Yez,
Ni ya en Breiz dre bep parrez
Hep doujans na mez.
’Vel ar beorien ni oar bale
Ha kousket war blouz ’vit gwele :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Mar ’pe bet eun tam plijadur,
P’arrufet er ger,
D’ho re goz, ha d’ho krouadur,
Kanet ’ta, emberr,
Eur werz vurzudus pe eur zon
Evit ma zailho o c’halon,
En o c’hreiz,
Dre garantez evit Breiz.




————