Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/194

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —



Bea he deuz prajou, lanneier, menezio,
Parkou gwasket gant lann ha tagosou dero ;
Koajou leun a evned ha liorzou leun a frouez :
— ’Vit ho meuli, Doue ! re zister eo ma mouez !

O Breiz-Izel ! douar ken brav, douar ken mad !
Evidout e skuilhfen, gant levenez, ma gwad,
Rag ennout ma mammik ’luskellas ma c’havel…
Kentoc’h ’vit nac’h anout m’hen lar : Kentoc’h mervel !



————