Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/182

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —



Skeudennou ’bars ar c’houignou du…
Maro ar c’hef war an oaled…
Er chiminal moueziou kerzu…
Daou gorf dister war eur c’holc’hed…

Ar wreg hag ar bugelik klanv…
— Alaz ! skrignet ’n euz an dorzel :
Ar paour kez oac’h a zo intanv
Hag an tad a zo hep bugel.



————