Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
Diwar c’hoari, kelenn !

mare ma weler, bep an amzer, en eur c’horn pe gorn eus ar vro, goueliou brezonek, gourinadegou enno ivez hag a zo kement a zalvoudegez en tu all da dalvoudegez gourninadegou Bro-Gerne ha m’ema talvoudegez ar spered en tu all da hini ar c’horf.

Evelse hon deus gwelet e-doug an daou vloaz diweza-man, e Gorre-Leon, Potred Sant-Varzin-Montroulez, Lambaol-Wimilo, Sant-Nouga, Plouenan, Gwikar, Plougoulm, Ar Merzer, hag, e Goueled-Leon, re Lesneven, Plougerne, Lannilis, Gwitalmeze ha Lok-Maria oc’h ober kenetrezo gourinadegou eus ar re a c’hiz nevez-ze, hag e feac’h, red eo anzao, ez eo gourinerien bro-Leon lemm o spered, lampr o zeod, flour o mouez, ha n’emaint ket tost da gaout ezomm c’hoaz da vont da bardona da Zant-Memor.

Nan zur ! Ha dleetoc’h eun tamm mad oa e vije bet ar maout d’ezo eget da botred Bro-Gerne, rak evel ma lavare gwechall eur skrivanier latin, en eun doare dishenvel eun tammig diouz va hini :

D’an hini ’laka ’r mad hag ar brao d’en em gaout
D’hennez eo da genta beza perc’hen ar maout.

Ha c’hoarierien vrezonek Bro-Leon o deus kavet an tu da lakaat an daou dra-ze d’en em gocha ker klok ma ’z eo eun dudi her gwelet evit holl vignoned Breiz-Izel.