Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
Ar C’hornandoned.

maze, krenv.

Fei ! beza zo tud aounik war an douar evelato !

gwillou.

Evidoc’h eo e komzit m’oar vad !

maze.

Nan ! Nan ! Evit Mari piz-munut,
’Vit ma c’hello gwellaat an dud
Gant chistr ha bokedou burlud.


gwillou.

Ha ! Me !… Gwell e vefe d’eoc’h stanka ho peg ma n’eo ken nemet evit ober goab ac’hanon eo hen digorit ker bras. Hag a-hent-all mar deus bet spountet unan bennak ac’hanomp, kredi ran n’eo ket me eo, konsort ; krena rit c’hoaz gant ho korfad aoun evel pa vefe leun a erc’h ho lavreg.

maze.

Me krena ! Set’ aze vad eur marvailh all ! Me krena ! Kre diot zo ac’hanot, evit diskouez d’it n’am eus ket bet a aoun razo, ez an d’o gervel da zont en-dro.

Evit gervel ar bugel-noz
Tra awalc’h eo sutal en noz.

(Sutal a ra.)

Ama ! ama ! ama ! deuit ’ta, deuit ’ta ! ma kredit e redin-me en ho raok.

(Ar c’hornandoned hag ar bugel-noz a deu en-dro en eur gana hag en eur en em deurel war an daou vezvier spountet.)