Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
Ar C’hornandoned.

gwillou.

Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp-ni pec’herien, breman hag en heur eus hor maro ! Evelse bezet great !… Va zad spirituel, pardon, pardon, pardon, ne rin ket ken, ne rin ket ken !

gwillou.

Sell… mez ne welan mui hini.

maze.

Na me kennebeud.

gwillou.

N’am eus ket hunvreet koulskoude.

maze.

Dihun mad ’oan.

gwillou, e-kuz ouz Maze.

N’am eus ket bet kement a aoun hag hennez evelato.

maze, o tiskouez Gwillou.

Hennez en deus bet eun toullad aoun ; kredi rea gwelet an diaoul ; krena rea ken na flerie.

gwillou.

Kerkouls e vije bet gantan beza er gear. Eur c’hlenved bennak a dapo zur diwar goust ar spountadenn-man.