Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
Ar C’hornandoned.



V

Pa valeït dre al lannou,
Pa dremenit dre ar c’hoajou,
Ar bleiz a red war ho roudou.


gwillou.

Klaskomp breman an hend hon-daou.

maze.

Me a wel du.

gwillou.

Me a wel ruz.

maze.

Selaou ’ta ! Klevet a ran unan bennak o filbouchat er bod drein-ze.

gwillou.

Krena ’ran kement… kement… ma tiver an dour-c’houez diouzin war al lanneg.

maze.

Hiviz va maouez a zo ganen ker yen, ker yen, war va eskern, ma krenan evel eur bern deliou ouz ar gwez pa vez avel. Va divesker n’o deus ket a nerz d’am dougen pelloc’h. Va breur keaz, red e vezo d’eomp diskwiza aman… e-kreiz al lanneg da c’hortoz an deiz… (Hag e kouez d’an douar).

gwillou.

… Da c’hortoz ar maro ivez, da gredi eo !