Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/22

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
Ar C’hornandoned.



SON AR BLEIZI

War ton ar c’hantig : Pec’het em eus.
N.28. Toniou kantikou Kemper.

I

Er c’hoajou doun, el lanneier,
Pa harz ar chas a ger da ger,
Yud ar bleizi-noz a glever.


Diskan

Pa yud ar bleiz war ar measiou,
Tihou, hou, hou, hou, tihou, hou, hou, hou,
Diouallit mad rak o skilfou.


II

Minor kerlenn a zo chomet,
Eun noz, el lann vras da gousket ;
Ar bleizi o deus e zebret.


III

Job an Darzel an deus gwerzet
D’ar c’higer eur vandenn denved ;
Ar bleizi n’ouzont ket c’hoari.


IV

Oh ! Pa glefoc’h son ar bleizi,
Na bellait ket a-zioc’h ho ti ;
Ar bleizi n’ouzont ket c’hoari.