Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/21

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
Ar C’hornandoned.

gwillou.

Me zonj a-walc’h en o daoulagad a weler o lugerni evel goulou pa deu an noz, en o skilfou lemm-aotenn. Lounket e vezimp ganto en eur c’henaouad !

maze.

Chaoket e vezimp a dammigou.

gwillou.

E kof eur bleiz beza besiet !

maze.

E leac’h beza en douar benniget !

gwillou, en eur bokat d’e gonsort.

Paourkeaz Maze.

maze.

Paourkeaz Gwillou.

gwillou.

Penaoz en em gemerit evit o spounta ?

maze.

Kanomp, Gwillou, kanomp.

gwillou.

Aze ’ma ’n taol ! Kanomp hon-daou kement ha dek.