Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
Diwar c’hoari, kelenn !

N’é ket digemer a vanko
D’ar c’hoz-filouter en pep bro !

Gras d’ezan da vewan ken pell
Ha ma pado yez Breiz-izel.

N’oufenn ober gwelloc’h mennad
’Wit an otro Perrot, e dad.


Darn eus ar pez a venne an Aotrou A. Ar Braz a zo en em gavet : Alanik al Louarn, aboue m’eo eat da redek bro, en deus kavet dor zigor ha laouenedigez dre ma’z ea, hag er bloaz-man, o lakaat « Ar C’hornandoned » da vont en dro, ne c’houlennan ken tra nemet mac’h heuilhint an hend an deus great en o raok ar filouter koz ha ma vezo great d’ezo an digemer a zo bet great d’an « Aotrou Lan. » Fisianz am eus e vezint goestoc’h egetan c’hoaz da zederaat taliou tenval Leoniz, ha ne c’houlennan ket gwell !


J. M. PERROT