Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
Diwar c’hoari, kelenn !

Kenderc’hel a reoc’h daoust d’an amzer ha d’ar re fall. N’eo ket c’houi eo a vanko ; an traou d’eoc’h da zisplega eo a vanko kentoc’h, rak berr eo c’hoaz niver ar pesiou-teatr brezonek hag a dal ar boan lakaat c’hoari anezo : eun hanter dousen d’an hirra n’eus ken. Abalamour da ze, hag evit rei labour da c’hoarierien Bro-Leon em eus troet diwar yez Gwened « En Ozeganned », eur c’hoariell eus ar re gaẽra savet gant an Aot. Job er Bayon, anavezet mad, hag hen yaouank, e pewar c’horn Breiz-Izel, rak kement a skriv a-veac’h ma vez bet moullet e yez Gwened, ma vez lakeat dioc’h-tu e yez Leon.

Warlene an aotrou Anatol ar Braz, eur Breizad brudet, o skriva diwar-benn « Alanik al Louarn » nevez-moullet, a lavare d’e oberour :

Trugare d’ec’h, a greiz kalon ;
Sklèr ê ar vouez ha braw ar zon.

Patelinn-goz e-mès e ve
Zo lammet gant eur fri neve,

Disket gantan brezoneg mad
Du-hont ’n eur ober e droiad.

« Fé d’am doustek !» ’vel a larer
En Gwelo kouls hag en Treger,

Meur a hini dapo an hik
Dre forz c’hwarzin gant Alanik,

Pa deuio a gastell Ker-Yann
Da redek Breiz, dre vrug ha lann !