Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/12

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
Diwar c’hoari, kelenn !

Hen eo a lakaio da gaout heuz ouz an dislealded ha kas ouz an techou fall a ziskar o gouenn ; hen eo a lakaio grisiou karantez Doue ha karantez Breiz d’en em douesia ha d’en em skoulma muioc’h-mui. Hen eo, en eur gomz, a lakaio hor bro garet Breiz-Izel da zevel ha da greski diouz an tu ma c’hell kaout kresk ha sav c’hoaz, da lavaret eo diouz tu an nenv.

Hep eur begad pebr hag holen
E vez meurbet goular ar zouben ;
Evelse ma n’ho peus bemdez
Nemet labour tenn hag enkrez,
E vo divlas ho terveziou ;
Red eo plijadur a-wechou !


An aotrou Guillou, eur beleg eus Bro-Leon hag eur skrivanier brudet, eo a lavare kement-se gwechal, ha re wir eo ar pez a lavare. « Eur zant trist a zo trist e zantelez », an den a rank kaout eun tam plijadur bennak bep an amzer ha pa n’her c’hav ket war ar meaz, e red d’her c’hlask e kear, ha ma ne gav ket a blijadur fur, e kemer ar re fall a en em ginnig d’ezan. An teatr brezonek a raio plijadur d’ar Vretoned, ha lakaat a raio anezo da garet gwelloc’h gwella o mesiou ha d’en em staga outo muioc’h-mui. Ya ! ma vez renet gant ar re a zo goest d’e ren, e raio d’ar Vretoned kaout plijaduriou divisoc’h d’o yalc’h, talvoudekoc’h d’o yec’hed, sasunoc’h d’o