Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
Diwar c’hoari, kelenn !

mestr en e di, eo dre ma kav d’ezo re alies ne c’hell ket beza gwelloc’h an traou ganto eget n’emaint. Ha me lavar ivez penaoz an teatr brezonek a skolio hag a skleraio ar bobl en eun doare burzudus.

C’houi ho peus great eul lodenn eus ho studi, pe da vihana ho peus bet eur gentel bennak digant beleien ar barrez-man gwechall pa oac’h yaouank, hag ho peus klevet menek, en histor ar poblou koz, eus ar C’hresianed. »

— « Oh ! Ya ! satordallik, eme Fanch, pell ’zo eo sanailhet o histor glorius e-bars em spered. »

— « Mad, petra en deus great eus tud Bro-Gres ar bobl kenta eus ar bed evit ar pez a zell ouz ar spered hag evit ar pez a zell ouz ar garantez a dleer dougen d’ar vro, ma n’eo ket ar pesiou-c’hoari dispar-ze a veze displeget bep bloaz, dirak milierou ha milierou tud, hag a rea d’ar C’hresianed en em anaout ha gouzout n’eo ket an ehonder eo a ra eur vro, ken nebeut ha ma n’eo ket an niver eo a ra eur bobl.

Ar pez en deus great an teatr e Bro-Gres a raio ivez e Bro-Vreiz.

Hen eo a lakaio ar Vretoned da anaout ha da garet ar brezoneg, da welet pegen c’houek ha pegen talvoudus eo ar yez koz, pegen kaẽr eo ar soniou gwechall, ha pegen skedus histor an amzer dremenet.