Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/10

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
Diwar c’hoari, kelenn !

— « Mad, potred ar strolladou c’hoarierien n’o deus ken youl na ken mennoz kennebeut ! »

— « Hag e kasint anezan da benn en eur c’hoari marteze, eme Fanch ? »

— « Ya ! Ya ! eme-ve, en eur c’hoari ! « Diwar c’hoari eo kelenn, » a lavare ar re goz hag ar skiant vad a zo a du ganto war an dra-ze. Gouzout a rit Fanch, eo ar Vretoned ar bobl a zo nebeuta mestr en e di ? »

— « Oh ! Ya ! Her gouzout a ran mad, eme Fanch, ha poan vras a ra d’in gwelet penaoz kement diaveziad a deu er vro gant eun tog kern-uhel war e benn, eul lost pig e traon e gein ha galleg flour en e c’henou, a zo selaouet evel eur pabor hag a ra e lezennou d’an holl, evel ma kar hag evel ma ne vijemp ket goest hon-unan da gas an traou en-dro en hon ti. Ar Vretoned a zo re lent ! »

— « Aze eo ! emaout ganti, Fanch ; mez perak int re lent ar Vretoned, perak n’o deus ket muioc’h a hardizegez eget n’o deus, nemet abalamour ma n’o deus ket a zeskadurez a-walc’h ?

C’houi ’vez klevet awechou o lavaret o deus re. Mad, va doare da welet d’in-me war an dra-ze n’eo ket henvel ouz hoc’h hini d’eoc’h-c’houi, tamm ebed ! Me lavar n’eus ket hanter a zeskadurez e-touez an dud, mar deo ar Vretoned ar bobl a zo nebeuta