Pajenn:Bayon - Bah sant Guenole.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



DIVIZ VII


Kannein e hrér a bèl.


Er gannerion

Na douset é en aùél-noz — en aùél-noz !
Ozegañned, dihousket ol — dihousket ol !
Na douset é en aùél-noz — en aùél-noz !
En dro d’er meinhir deit de grol,
Ozegañned, chetu kreisnoz !
Kleùein e hrér kreisnoz é soñnein.
A zeheu, dousig : Tihou ! Tihou ! Tihou !… Hip !

Un ozegan e saill ar er lér-hoari.
A glei, dousig : Tihou ! Tihou ! Tihou !… Hop !

Un ozegan aral e hra er mémestra.
Ind hum, sel hag e lar ou deu ar un dro : Ha !
Ou deu : Deit ta ! Deit ta ! Deit ta ! Deit ta !
Unan : En dro d’omb nen des ehet hañni.
En aral : Er vistr omb, ia, er vistr omb-ni !
Ou deu : Deit ta ! Deit ta ! Deit ta ! Deit ta !

En ozegañned e zisoh a gleihag a zeheu ar er lér-hoari hag, hemb kañnein, e grol, épad men dé en orglêzeu é hoari hag en un taul ind hum dolp éndro d’er heh Kristol en ur gañnein.

Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Più é enta
Er houskér-ma
Ha ne houi ket laret nitra ?
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Più é enta
Er houskér-ma
Koéhet ag er loér ér hoèd-ma ?
Più ous té ? Più ous té ?


Un ozegan
Konz petremant
Ni e gredou é ma rekis
Galùein er sant
Aveit diglom te déad d’is


Kristol

Galüein er sant ! Perak ? Pas, pas, n’er galùet ket.
Prest on de gas éndro er péh em es laeret.