Pajenn:Bayon - Bah sant Guenole.djvu/10

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Alanik

Tostat e hramb ! Tostat e hramb !Più e za hoah
Duhont… Dobér em bou hoah ur huéb a mem bah.
Chetu er sorsér bras hag é veùel… Ménhir,
Hum zigoret, nag é veheh kalet èl dir.
Hum guh e hra ér ménhir èl tuchant kent.

Er sorsér

Amen é… Ne huéles chet hañni ar en dro,

Kristol, ur sah ar e skoé klei, ur bigel ar é skoé deheu

Nann, dén erbet : un dezerh é er vro
D’er hours-men ag en noz.

Er sorsér

D’er hours-men ag en noz. Dek ér é ?

Kristol

D’er hours-men ag en noz. Dek ér é ?Ia, uinek.
Pé kreisnoz !… Mar nen dé ket un èh…

Er sorsér

D’er hours-men ag en noz. Cher te veg,
Barbotér : ne tes chet chonj em es grateit t’is,
Mar sentes mat dohein ur skouid muioh pep miz ?

Kristol

Ha boteu ?

Er sorsér

Ha boteu ? Ha boteu.

Kristol

Ha boteu ? Ha boteu. Hag ur ialh de lakat
Me monei.


Er sorsér

Me monei. Ur ialh.

Kristol

Me monei. Ur ialh. Hag un tok velouzet mat.

Er sorsér

Un tok eué ; mes kleu, Kristol, eit ou gouni,
Rekis é, hemb hum glem pé gourdouz, me héli
Betak er pen.

Kristol

Betak er pen. Betak er marù mar bé rekis !

Er sorsér

Mat, Kristol.

Kristol, a kosté

Mat, Kristol. Trezet é me lavreg get en huiz
E rid a dapenneu iein-sklas ar me hourhen.