Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/96

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —




ABDIAS

Fang ha bouilhen !

BENDÉKAR

Fang ha bouilhen !Kenailh !

AMRI

Fang ha bouilhen ! Kenailh !Maltoterion !

BENDÉKAR

Fang ha bouilhen ! Kenailh ! Maltoterion !Laeron !
Dèbret en des geté !

ABDIAS d’en apostoled.

Dèbret en des geté !Penaus é kredet hui,
— Hou mestr ha hui — predein, hemb méh erbet, é ti
Ur maltotér, get tud hemb fé hag hemp lézen ?

SIMON-PIÈR

Rak ne hues chet bet chonj de genig t’emb méren,
Hui !

En un taul Mari-Madelén e zisoh ag un ti hag e goéh ar hé deuhlin dirak Jésus ; hé bleù um streù ar en doar ; er bobl um zistro a zohti hag e bella get donjér.


ER BOBL

A ! A !

BENDÉKAR

A ! A !Più é honnéh ? Petra e hra hi ?

ER BOBL

A ! A ! Più é honnéh ? Petra e hra hi ?A !
Er béhouréz, er béhouréz a Vagdala !