Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —




ÉLÉAZAR e saù.

Kemér te gravah. Hozannah !Me iouankis
E zou reneùéet.

ER BOBL

E zou reneùéet.Hozannah !

ÉLÉAZAR

E zou reneùéet. Hozannah !Trugèré
D’en hani en des reit er iehed t’ein elsé !

BENDÉKAR

Ne chonjet ket enta é ma er sabad è
Hiniù ?

ABDIAS, d’er bobl.

Hiniù ?Kousi e hret en dichuéh e ra Doué
De vab-dén, — é tegas amen ol hou ré klan.

AMRI, d’er bobl.

Hag er fal skuir e hret d’hou pugalé bihan
É labourat elsé énep d’er lézen !

ER BOBL

É labourat elsé énep d’er lézen !A !

SIMON-PIÈR

Più é e gonz azé ?

HÉLONI

Più é e gonz azé ?Dalbéh er memb ré, ta !

BENDÉKAR

Sellet ta più e zou tolpet en dro dehon !