Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —




BENDÉKAR

Te béhedeu e zou pardonet.Blasfémour !
D’er bobl.
Kleuet e hues ?

ABDIAS

Kleuet e hues ?Biskoah kementaral !

BENDÉKAR

Kleuet e hues ? Biskoah kementaral !Lorbour,
Te hel té pardonein er péhedeu ?

ABDIAS

Te hel té pardonein er péhedeu ?Doué ous
Enta ?

BENDÉKAR

Enta ?Ne reskond ket anehon, er hoeinnous.

JÉSUS

Perak é chonjet hui en droug en hou kalon ?
Pe gonz un dén, petra zou diésan dehon ?
Laret : « Hou péhedeu e zou pardonet t’oh, » pé :
« Saù, kemér te gravah ha kerh ? » — Er huirioné
E zou genein : chetu perak é tiskoein d’oh
Penaus me hel gobér kement ha memb muioh
Eit er peh e hratan.
Eit er peh e hratan.É tostat d’er paralitik Éléazar.
Eit er peh e hratan.Saù, m’er gourhemen d’is,
Kemér te gravah.

ER BOBL

Kemér te gravah.Hozannah !