Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/70

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —




EN DOKTORED

Hag e zou, revé ma huélamb, doktored ?Ia.

HÉLONI

Deit a Jéruzalem perchans, ou zri ?… Hama,
Laret dehé, hui-memb, Johanna, er burhud
En des groeit er profet eit unan ag hou tud.
Konzet, n’hou péet ket eun.

JOHANNA

Konzet, n’hou péet ket eun.Petra e larein mé ?
Penaus é oé me merh prest de gol hé buhé
Hag é ma bet éseit en un taul.

BENDÉKAR

Hag é ma bet éseit en un taul.Klan e oé
A houdé pegement a vléieu ?

JOHANNA

A houdé pegement a vléieu ?A houdé
Huézek vlé-so ; d’en oèd a zeu vlé é chomas
Elsé paralizet ha kaer e oé, allas,
Klah sekour, dén erbet ne hellé hé guellat.

HÉLONI

Nann, dén erbet, allas.

JOHANNA

Nann, dén erbet, allas.Mont e hré ar hoannat
Bamdé.

BENDÉKAR

Bamdé.Ne hellé ket anehi um hersal ?