Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/228

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

Er goèd en hou kalon, kriù èl er guin neué,
E verù en ur lakat gurun en hou puhé.
Hui um lakei én hent… — Té, hag e zou hanùet
Jak eué, me handerù dré er goèd hun es bet
Get er memb gourdadeu, — té, Andreù, brér Simon.

IEHANN, en neu JAK ha ANDREU

Prest omb, Mestr.

JÉSUS

Prest omb, Mestr.Té Filip, té, Maheu.

FILIP ha MAHEU

Prest omb, Mestr. Té Filip, té, Maheu.Mestr, prest on.

JÉSUS

Bertelamé, Thomas ha Simon a Gana,
Prest oh eit er labour em es grateit t’oh ?

BERTELAMÉ, THOMAS ha SIMON

Prest oh eit er labour em es grateit t’oh ?Ia,
Prest omb, Mestr.

JÉSUS

Prest omb, Mestr.Té, Thaddé, mab Alfé, ne tes chet
Reskondet hoah ?

THADDÉ

Reskondet hoah ?Prest on… Hui er goui, Mestr karet.

JÉSUS

Chetu hui en dro d’ein enta, me méderion.
Hous hanùeu e zou rah skriùet é me halon
Eit er vuhé… er vuhé-men hag en aral !
Hui hag em es galùet de anbrug er réral