Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 224 —




JÉSUS

Ne glasket ket er peh e vou ret t’oh predég.
Me Spered e lakei er girieu en hou pég
Hag e gonzou get hou tiùés hag hou téad.

SIMON-PIÈR

Penaus, Mestr, é vemb ni digeméret ? Peh stad
E hrei en dud anamb ?

JÉSUS

E hrei en dud anamb ?Hui e skoei ar en nor
En ur laret konzeu peahus ; en nor digor,
Kerhet én ti ha, get grad-vat, keméret rah
Er peh e vou reit t’oh… — Cheleuet hoah :
Mar doh lakeit ér méz, heijet ar en trezeu
En ur vonet érauk, en huan ag hou poteu
Ha laret : « Miliget er ré ne vennant ket
Cheleu er huirioné pe zason dré er bed. »
Arriù é eit en ol en ér de vout guentet
Èl er gran ér hloérieu ha ma veint diforhet.
Té, Simon, te vou té er mestr ag er vanden.

SIMON-PIÈR

Lausket em es eit hous héli, Rabbi, er len,
Me len karet, duhont, mem bag ha me roédeu,
Me zi ha me mammeg, rah me zud, rah me zreu,
Rak gounidet e hues, eit perpet, ô men Doué,
Me halon, ranjennet dré nerh hou Karanté.

JÉSUS

Hui eué, hou choéjet em es, Jak ha Iehann,
En neu vrér… Nen doh ket, m’er goui, speredeu goann.