Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —




THOMAS

E vou ret t’oh andur…Konzet, Mestr, hou cheleu
E hramb.

JÉSUS

E hramb.Mont e hreèt, hemb eun, dré er mézeu,
Er hérieu, dré gement léh ma vou tud tolpet,
Ne vern émen, ar er paùér, doh en uéled.
Hui e larou en treu soéhus e zou arriù,
En treu men doh bet test anehé — ha get più
É mant bet groeit ; er peh e zigoéhou eué
En amzér de zonet, hui er larou dehé.

SIMON-PIÈR

Er peh e arriùou ? Nen dé ket achimant
Er bed é ?… Konz e hremb a gement-sé tuchant
Etrézomb.

JÉSUS

Etrézomb.Nann : ur bed e varù, mes un aral
E saù ; ean er guélou en nemb ne vou ket dal.
Laret er peh em es disket t’oh ; arriù é
En amzér de bredég en aviél neué.
Laret d’en ol : eurus er ré peur a spered,
Er ré dous, ol er ré en des nan ha séhed
D’er mad, — eurus er ré truhéus, er ré glan ;
Eurus er ré e gar er peah… Dehé en nean !

SIMON-PIÈR

Penaus é hellemb-ni konz èloh, Mestr ?… Allas,
Ne houiamb ket nitra meit laret ia ha pas.