Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/220

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —




IEHANN

Petra e vehé ean open ? Hou Mési !Hag hou Toué !

BENDÉKAR

A ! Perak ne goéh ket er gurun arnehé !

SIMON-PIÈR

Kerhet kuit, mar nen dé ket hou chonj en héli
Meit en ur streù én dro dehon er hazoni.
Kerhet kuit, doktored ha hui eué, ia, hui
Hag e heij hou penneu azé ! Ne hues chet mui
Fé erbet ! Kerhet kuit !

BENDÉKAR

Fé erbet ! Kerhet kuit !Malloh en nean arnis !

ABDIAS

Arnoh rah !

BENDÉKAR

Arnoh rah !Tud dañnet !

AMRI

Arnoh rah ! Tud dañnet !Lorberion !

BENGABER

Arnoh rah ! Tud dañnet ! Lorberion !Penneu krouis !

Mont e hrant kuit, get ur lod bras a zisipled Jésus ; kent pèl ne chom ket mui meit en apostoled endro d’ou mestr.


IEHANN, get tristé.

Mont e hrant ol érauk !

SIMON-PIÈR

Mont e hrant ol érauk !Iehann, un dra vat é !
Ia, er pel um ziforh a zoh er gran elsé.