Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/216

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —




SÉMÉI

Me gerh.Ha mé me gonz.

ABIU

Me gerh. Ha mé me gonz.Ean é en des reit t’ein
Er hleuet.

Jésus e zou deit endro.


BAANA

Er hleuet.Rabboni, lausket ni d’hou mélein :
Er Hrist oh !

ER BOBL

Er Hrist oh !Er Mési ! Er bara !

Jésus e bella hoah get Simon-Pièr ha Iehann.


BENDÉKAR, d’er bobl.

Er Hrist oh ! Er Mési ! Er bara !Ne hues chet
Konprenet mat enta é gonzeu meliget ?
Ha hui e garehé en dèbrein biù ? Chetu
Er peh en des neoah keniget en eutru
D’er ré en devou nan !

ABDIAS, d’er bobl, en ur skrignal.

D’er ré en devou nan !Kig hag eskern ha goèd,
Dèbret, ivet : kriùat ha lartat e hrehèt !

BAANA

O ! Pesort tud, men Doué ! Diauled !

AMRI

O ! Pesort tud, men Doué ! Diauled !Diauled ? Ean é
En diaul ; n’er guélet ket ?