Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —




ABDIAS

Blasfémeu ken eahus !Goab e hra !

AMRI, de Jésus.

Blasfémeu ken eahus ! Goab e hra !Goab e hret
Ag er bobl !

Er Salvér e bella.


SIMON-PIÈR

Ag er bobl !Ag er bobl ?… Guelleit en des neoah
Er ré klan !

IEHANN

Er ré klan !Reit en des magadur d’er ré iah !

EN DOKTORED

Ur lorbour é, ur fol !

AZARIAS

Ur lorbour é, ur fol !Ni e gred ol énnon !

BAANA

Sellet ta me hroèdur, iaheit é bet geton !
Trugèré, mestr.

AZARIAS

Trugèré, mestr.Ean é en des lakeit buhé
É men deulegad marü : bremen me huél en dé
Ha d’en hani er groa me lar me haranté.

HÉREM

Lakeit en des é zorn arnan hag a houdé
Me gerh.