Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/212

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —




BENGABER

Ean e rehé é gorv de zèbrein !

ABDIAS

Ean e rehé é gorv de zèbrein !Ne houi ket
Mui anehon petra e lar !

BENDÉKAR

Mui anehon petra e lar !Nann, penveudet
Hun es ean !

AMRI

Hun es ean !Pehed é er cheleu !

BENDÉKAR

Hun es ean !Pehed é er cheleu !Ia, pehed !

JÉSUS

Mar ne zèbret me horv, mar ne ivet men goèd
N’hou pou ket er vuhé énnoh ! Me horV e zou
Ur guir biùans, men goèd ur guir ivaj.

EN DOKTORED

Ur guir biùans, men goèd ur guir ivaj.Revou
Miliget !

JÉSUS

Miliget !En hani e zèbr me horv ; en nemb
E iv men goèd, hannéh e chom énnan ean-nemb,
Ha mé énnon… Chetu er BARA dichennet
Ag en nean. En hani en dèbr ne varùou ket.

BENDÉKAR

Biskoah é mem buhé n’em es chet hoah kleuet
Blasfémeu ken eahus !