Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —




JÉSUS


Perak é kaset hui kement a drouz ?… Mé é
Er bara hag e hel rein d’oh er guir vuhé.
Hou tadeu guéharal en des dèbret eué
Bara en nean, er mann, én dezerh… Peah dehé !
Marù int rah !… Mes chetu, é tichen ag en nean,
Bara, bara neué deit ag er bled guennan :
En hani en dèbrou ne varùou ket.

BENDÉKAR

En hani en dèbrou ne varùou ket.Biskoah
Hañni nen des laret treu ken divalaù hoah !

JÉSUS

BARA en nean, ME é… En hani en dèbrou
Ne varùou ket : eit birhuikin ean e viùou.

EN DOKTORED

Blasfémour ! Miliget ! Cher te vég !

THOMAS

Blasfémour ! Miliget ! Cher te vég !Kol e hrant
Er spered, sur erhoalh.

SIMON-PIÈR

Er spered, sur erhoalh.Hun skontein e glaskant !

JÉSUS

Er bara e rein d’oh e zou me horv.

BENDÉKAR

Er bara e rein d’oh e zou me horv.Petra !
Penaus é hel ur horv troein elsé de vara ?