Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

Er bara kriù, er bara glan
Deit ag en nean
Ni er goulen eit hun inean.
Goalhet, ô Tad karantéus,
Hun inean get bara Jésus,
Er bara kriù, er bara glan
Deit ag en nean,
Ha ni e gerhou, ô men Doué,

Hemb koéh ha hemb fari ar henteu er vuhé.

En tenneris kreis e goéh. Jésus ha deu pé tri ag en apostoled e zou chomet ar unan ag en téatreu bihan. En hoari e gandalh.


IEHANN

Rabbi, pesort burhud !… Hañni nen des mui nan.
Ou goalh ou des bet ol ha bremen ind e gan
Ou grad-vat t’oh, Rabbi… Ind hou klah get hireh
En ur houlen pegours é tei hou ranteleh.

JÉSUS

E guirioné, é guirioné, me hlask e hret,
Nonpas eit er burhudeu kaer e hues guélet
Mes kentoh rak ma hues dèbret ha men doh bet
Goalhet get er bara em es reit t’oh. — Klasket
Nonpas er magadur dinerh hag e dremén
Mes er biùans e chom de virhuikin… Mab-dén
Er havou genein-mé, mar ven ataù gobér
Volanté Doué.

SIMON-PIÈR

Volanté Doué.Laret penaus, Mestr, en hé groér,
Mar plij genoh.