Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/154

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —




HÉTHÉA, é tont endro hag è tostat.

E hra d’ein ! Er beurkêh !Neoah, pesort doustér
E daul é zeulegad !

Hi e den ur podad deur ag er puns, en ur gannein, er meméz tra.


JÉSUS

E daul é zeulegad !Mar plij genis, ra d’ein
Deur de ivet.

HÉTHÉA

Deur de ivet.Petra ! Vennein e hres ma rein
Deur d’is, d’isté, ur Juif : rak ur Juif ous, m’er guél
Doh te zillad, doh te barland… Kemér ur skél
Eit dichen, mar karès, ér puns… Asten te vréh
Treu erhoalh eit arriù get en deur, mar dé séh
Te houg ha te déad é te vég, mes, kleu mat,
Nen don ket mé amen, kansort, eit te zeurat.
A dural, ur pehed e hrehès é kemér
Té ur Juif, deur genein : te houi er stad e hrér
Anamb-ni, en hou mesk : goah omb eit er loñned ;
N’hun es chet na kreden, na lézen ; paiañned,
Laeron… chetu petra e lar d’er bihannan
Te vroïz pe gonzant anamb… kavein e hran
Soéhus enta men des ur Juif kredet goulen
Ivet deur a bodad ur voéz Samaritén.

JÉSUS

M’er goulen hoah genis.

HÉTHÉA

M’er goulen hoah genis.Hama, hoah ur huéh, pas ;
Ha plijadur em es é tiskoein d’is er haz