Erhoalh, Mestr, eit prenein bouid de dorrein hun hoand,
Hemb konz ag hun goalhein !
Judas, get er réral, é kér : ean e béou.
Mé, m’hou kortei duhont,
Mont e hrant kuit.
En des hun gourdadeu kement darempredet.
En ur vonet ar en téatr-kreis.
En derù, èl guéharal, e daul ou goaskeden
Arnehon… Pesort vad e hra hi pe zichen
Ar un dén chuéh èl men don mé hiniù… Kreisté !
Un tam bouid e hrehé, sur mat, vad t’ein eué…
Léh santél !… Amen é, édan en derù bras-hont,
E saùas Abraham é goban, hag, hemb skont
Na doujans a hañni, un autér d’er guir Doué.
Men deulegad eurus e sel get leuiné
En doar-men e brenas Jakob hag er puns don
E doullas eit tennein dalbéh deur anehon…
Chetu ind !… N’ou des chet chanjet kalz, a houdé,
Er puns digor d’en ol, en doareu hag er gué.
Chomet int èl ma oent !… Duhont, chetu er bé
E saùas Éfraïm d’é dad ; en neu vañné
E gleuas en deuzek tribu, open ur huéh,
E hratat bout sentus de lézen Doué dalbéh.
Allas ! Nen dint ket rah chomet fidél d’er péh
E hratent ! Pe vehent ahoél ur bobl abéh,