Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/146

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —




IEHANN

Sentet ou des.

SIMON-PIÈR

Sentet ou des.Ia sur, é kuitat er vanden
Hag é kemér un hent aral.

ANDREU e saù.

Hag é kemér un hent aral.Eun ou des bet,
Me lar d’oh.

IEHANN

Me lar d’oh.A betra ?

ANDREU

Me lar d’oh. A betra ?Eun a vout ranjennet
Ha taulet, get er Mestr, en ur prizon ; lahet
Kent pèl marsé, più houi ! Er mestr e zou groñnet
A zanjérieu muioh eit biskoah. Ret e oe
Kuitat bro er Juifed, fonabl hag hemp dalé,
Rak hun anemized brasan e zou ino
Arajet de zonet hemb arsaù ar hun zro.
Chetu petra merhat en des groeit eun dehé.

IEHANN

Men Doué, er vro hun es de drezein zou eué
Danjerus mat eidomb : er Samariténed
Ne veint ket guel en hur hevér eit er Juifed.

SIMON-PIÈR

Nann, mes é ma er Mestr genemb ; ni en héli
Ha geton ne zoujamb ket nitra na hañni.