Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
I
BUHEZ SANT RONAN.
(Ies Kerne.)
Ann otrou Ronan benniget
Enez Ilibreni a oa ganet,
Bro-zaoz, enn tu-all d’ar mor glaz,
Demeuz a bentierned [1] vraz.
Eur wech ma oa enn he beden,
En doa gwelet eur sklerijen
Hag eunn el kaer gwisket e gwenn,
A gomzaz out-han evelhenn :
— Ronan, Ronan, kerz alese ;
Gourc’hemennet eo gand Doue,
Evit savetei da ene,
Mont da chom e douar Kerne. —
Ronan oud ann el a zentaz,
Ha da chom e Breiz e teuaz,
Kent e traon Leon, ha goude,
E Koajou-Neved, e Kerne.
Daou pe dri bloa oa pe ouspenn,
M’oa eno ober pinijen,
Pa oa eur pardae toull he zor,
War he zaoulin, dirag ar mor ;
Ken a lammaz eur bleiz er c’hoad,
Adreuz enn he veg eunn danvad ;
Ha war he lerc’h eunn den, timad,
Hag a wele, gand kalonad ;
- ↑ Penn-tiern, chef supérieur. Les paysans prononcent penn-tieien ; les versions les plus modernes portent zuchentiled.